Iliz-rouanez Itron-Varia Wir-Sikour, Gwengamp

Merc’her 6 a viz Du 2013
gant Jef Philippe
brud : 8%

 Un iliz a-hed ar c'hantvedoù

Iliz-rouanez Itron-Varia-Wir-Sikour, Gwengamp -  voir en grand cette image
Iliz-rouanez Itron-Varia-Wir-Sikour, Gwengamp

Ar pouezusañ savadur relijiel e kêr Wengamp eo iliz Itron-Varia-Wir-Sikour : er gêr kloz emañ an iliz parrez abaoe an unnekvet kantved.
Aet da get hiziv-an-deiz, ilizoù e-maez-kêr e oa Sant-Salver, An Dreinded ha Lomikael.

Er C'hreisteiz, tour plat ha birell 57 m uhelder -  voir en grand cette image
Er C’hreisteiz, tour plat ha birell 57 m uhelder

Meur a gantved en deus padet saverezh an iliz-mañ :

Eus an Hanternoz, adalek ar blommenn -  voir en grand cette image
Eus an Hanternoz, adalek ar blommenn
  • d’an unnekvet ha d’an daouzekvet kantved : un iliz doare roman gouestlet d’an Itron Varia ha ne chom anezhi nemet peulwaregoù ar groazenn, ensterniet en ur savadur nevesoc’h.
  • d’an trizekvet ha d’ar pevarzekvet kantved : un iliz doare gotek, daou dour warni, a sko war ar C’hornog (pe : Kuzh-heol) ; ur stroll a bemp nev pengennet d’ar Reter (pe Sav-heol) gant e benntalbarzh plaen, gant pevar fortal hag ur virell lieskognek a-us an tenn-kroaz.
  • e dibenn ar pemzekvet kantved e vo kemeret lec’h ar penntalbarzh gant un absidenn lieskognek, ha flammek he doare.
  • er c’hwezekvet kantved (1535) : al lodenn vervent (pe war-du an avel-draon) disac’het a vo adsavet hervez doare an Azginivelezh, gant Yann ar Moal eus Gwengamp.
    Ne vo ket kemmet bras ar savadur gant an adoazadurioù war-lerc’h ; graet ez eus bet un adaozadur diabarzh pouezus e-kreiz an naontekvet kantved : ar volzioù, an aoterioù, ar gwerennoù-livet (pe : gwerelloù)…
    Plan an iliz-rouanez -  voir en grand cette image
    Plan an iliz-rouanez

 Gweladenn an diavaez

Porched an Itron-Varia (a sko war an Hanternoz) :

Milhendall portal an Hanternoz -  voir en grand cette image
Milhendall portal an Hanternoz

Treset eo ur milhendall war ar pavezadur ; delwenn Itron-Varia-Wir-Sikour (“ar Werc’hez du”), a-us d’an aoter vihan, a zo pedet abaoe kantvedoù ha kantvedoù.

Gwerc'hez du Gwengamp (portal an Itron Varia, tu an Hanternoz) -  voir en grand cette image
Gwerc’hez du Gwengamp (portal an Itron Varia, tu an Hanternoz)

Sevel a ra delwennoù an Ebestel d’an naontekvet kantved (Ogée)
• Pardon bras Itron-Varia-Wir-Sikour Gwengamp ’zo bep bloaz e penn-kentañ miz Gouere : un oferenn d’ar sadorn d’an noz dreistholl, hag un dibunadeg gouleier, gant un tantad e pep hini eus tri c’horn tachenn ar C’hoc’hu (pe Gwiler ar c’hreiz-kêr, hiziv an deiz). Pardon Sant-Loup zo, d’an trede sul miz Gouere.
• Dor Santez-Janed (uheloc’h eget hini ar Werc’hez) : beget eo an talbenn diglink gant talbennoù dre niver, ha gargoulioù a bep tu d’ar portal.

En diavaez (tu an Hanternoz) war-du ar straed Itron-Varia, gargouilhoù. -  voir en grand cette image
En diavaez (tu an Hanternoz) war-du ar straed Itron-Varia, gargouilhoù.

• War-lerc’h ar souboul (pe sekretiri), war ar reter, emañ ar penn-chantele lieskognek gant e werennoù-livet dindan e skoroù-bolzek diavez, hag e aspledoù.

 An talbenn-kreisteiz a ziskouez dimp (a Reter da Gornog) :

• an absidenn, a sav d’ar pemzekvet kantved.
• Savadur ar pevarzekvet kantved gant Dor an Dug, ha dindan ur werell skedus. Beget eo gant ar virell hag ha fevar kloc’hdiig.
• al lodenn adsavet er c’hwezekvet kantved : kinkladur an Azginivelezh, prenestroù ar sal-uhel, “tour bras an orolaj” (diveget, gant e vrimbalaz brudet) gant gargoulioù stumm kanolioù a-bep tu dezhañ, hag un eurier-heol.

Portal ar C'hornog, stumm an Azginivelezh. -  voir en grand cette image
Portal ar C’hornog, stumm an Azginivelezh.

• An talbenn-kornog a denn ar selloù diwar-bouez ar portal gant tour ar c’hwezekvet kantved, ha hini an trizekvet kantved a-bep tu dezhañ.
Kinklet kaer eo gant skeudennadurioù relijiel (delwennoù an Ebestel) hag eus ar bed (glasvez, orgedoù, hanterskeudennoù gant dilhad ar c’hwezekvet kantved, henskeudennoù).

 Gweladennoù an diabarzh

Mont a reomp en diabarzh dre ar portal-kornog, ha goude, treiñ war an dorn kleiz (tu an Hanternoz) :
• amañ emañ sichenn tour an trizekvet kantved, hag ar prenestr gant lañsetez.
• Lennomp eñvorskritell savidigezh an iliz da iliz-rouanez e 1899, ardamezioù ha ger-stur ar Vreuriezh Wenn (“fun trineud a-vec’h vo torret”).
• Adnev tu an Hanternoz e kavomp enni un armel gant relegoueroù, eus an triwec’hvet kantved.
• Ur werenn-livet a-zivout kurunadur ar Werc’hez Vari (1857).
• Gwerenn-livet gouestl ar brezel 1870.
• A-us da borched Santez-Janed : ur werenn-livet eus an naontekvet kantved a zispleg dimp buhez Frañseza Amboaz, Kontez Gwengamp he Dugez Vreizh d’ar pemzekvet kantved.
• Ar groazenn a zo damguzhet gant pemp nev (sellomp ha gwelomp bolzioù-gwareg stumm roman an tenn-kroaz).
• Aoter an Anaon e maen Kersanton dindan delwenn arnevez Santez Anna.

Pennoù-chin en-dro d'ar chantele -  voir en grand cette image
Pennoù-chin en-dro d’ar chantele

• Er chantele, e-lec’h m’emañ bremañ an aoter-veur, e welomp skoazioù-pleg an diabarzh.

An triforium -  voir en grand cette image
An triforium

• E traoñ an absidenn e welomp bodad dispar Degemenn d’ar Werc’hez,
tammoù diwar stern-aoter kozh ar Basion,

Stern-aoter kozh ar Basion -  voir en grand cette image
Stern-aoter kozh ar Basion

hag ur c’hloc’h a sav d’ar pemzekvet kantved.

Digemer d'ar Werc'hez : Mari (tu kleiz) hag an Ael Gabriel (a-zehou) -  voir en grand cette image
Digemer d’ar Werc’hez : Mari (tu kleiz) hag an Ael Gabriel (a-zehou)

Sevel a ra an holl werelloù pe werennoù-livet-mañ da eil hanterenn an naontekvet kantved (ardamezhioù an donezonerien).

 War-du ar C'hreizteiz e vez kavet :

• Logvez Rolan Koadgoureden, senesal an Dug Charlez Bleiz (pevarzekvet kantved).
• Eñvordaolenn brezel 1914-1918.
• Aoter ar Sakramant en ul logvez kozh, e-lec’h ma oa an aoter bet distrujet e miz eost 1944, gant mein ar virell o tisac’hañ diwar un tenn-kanol amerikan.
• Dor an Dug, o tigeriñ diouzh tu ar C’hreisteiz war Gwiler ar C’hastell, lec’h ma teue Dug Breizh a-wechoù da chom.
• Logvez an Aotrou Morel, eskob Landreger (dibenn ar pevarzekvet kantved).
• Delwenn gozh Sant Jakez pe Jalm.
• War bevar c’horn ur piler ez eo bet kizellet delwennoù ar Pevar Vertuz (Kerreizhded, Evezhierezh, Reizhder, Nerzh). Gwelit en traoñ er portfolio.
• Ograoù Loret (1865), sterniet en ur gloestr bet kizellet er seitekvet kantved (1646) evit ul lod, gwellaet en naontekvet kantved hag adrenket (3 c’hlaouier) e 1975-76 gant Renaud.

An aograoù -  voir en grand cette image
An aograoù

Amañ e sav an holl werelloù d’an ugentvet kantved, graet e stal-labour Sainte-Marie Kintin (er C’hornog, hini kaer ar Sul-Gwenn pe Pantekost).
• Ar maen-badez a zo bet graet en naontekvet kantved.

Adnev ar C'hreisteiz -  voir en grand cette image
Adnev ar C’hreisteiz

• An nev-iliz eo pouezus sellout enni ouzh an diforc’h etre tu an Hanternoz, awenet gant ar pleusk gotek, ha hini ar c’hreisteiz e stumm an Azginivelezh.
• Sevel a ra ar gador-brezek d’an naontekvet kantved.
• Emañ delwenn lidkerzh Itron-Varia-Wir-Sikour e-tal an aograoù.

Delwenn-lidkerzh Itron-Varia-Wir-Sikour -  voir en grand cette image
Delwenn-lidkerzh Itron-Varia-Wir-Sikour

( Troidigezh gant KL, fotoioù gant Jef Philippe )


PS :

Testenn tennet eus ar baperenn bet embannet gant parrez Gwengamp.


Addisplegadennoù

Bouton Contact image Jésus
Bannière denier

Facebook

Agenda

<<

2017

 

<<

Septembre

 

Aujourd’hui

LuMaMeJeVeSaDi
28293031123
45678910
11121314151617
18192021222324
2526272829301
Aucun évènement à venir les 6 prochains mois